ant bras, a renonças d’an oad a c’huezec vloaz da c’hloar ar bed, d’an oll enoriou ha d’an esperançou caër a elle caout, evit heulia ar mouvamant eus ar c’hraç pehini en inspire da vont en deserz. En em retira a eureu var Menez Sina dindan direction un Hermit santel, pehini, o caout ennan ur c’hoanteguez vras da zisqui, an docilite eus ur c’hrouadur, ar simplicite eus un ene pur, hac un oboissanç parfet, a reas dezàn e ber amser avanç meurbet en hent eus ar berfection. Goude maro e Zirector santel, en em lequeas er Gouent, ha ne songeas nemet d’en em aquita eus e zever er fæçoun ar parfeta.
Petra bennac ma o devoa Religiuset Menez Sina un Abad pehini a goumande var an oll Hermitet eus a Zeserz an Arabii, ha ma o devoa ur Gouent var ar Menez, an darn-vuya gouscoude anezo a veve ebars Hermitaichou separet.
Sant Yan Climaaq en em retiras ive en un Hermitaich, e pelec’h e praticas epad an daou-uguent vloaz yuniou ha mortificationou quen dreist-ordinal ma oue hanvet Æl an Deserz. E Oræsoun a oa casi continuel, ha lavaret a eller ez eo ispicial ebars er gontemplation eus ar Berfection divin hac eus a Visteriou hor Religion e receve digant Doue ar sclerigen dreist ordinal-ze, pehini e deus græt e gonsideri evel unan eus an Doctoret ha Tadou santel an Ilis.
O veza bet choaset evit Superior hac Abad eus an oll Religiuset a Venez Sina, e tescas dezo querzet gant couraich en hent eus ar berfection, quen dre e exempl quen dre e instructionou, ha dre voyen ul Levr admirabl pehini a gomposas, hac en deus evit Titr : Squeul an Eê.
Goude beza gouarnet e Religiuset epad pevar bloaz e teuas ,d’en em zisober eus e Garg evit songeal hebquen er moument eürus pehini a dlie e unissa gant Doue ; ha leun a vertuz hac a vilidou e varvas er bloaz 605, e-tro an oad a bevar-uguent vloaz.
Pa edo ar Sant-mâ var ar poent da renta e Ene, an Abad da behini en devoa roet e Garg, er pedas gant cals a zaelou da obteni evit-àn digant Doue, ar