c’hraç na chomze quet e-unan pell var e lerc’h er bed : en em gonsolit, a respontas ar Sant, mervel a reot abars fin ar bloaz ; hac en effet e varvas da benn dec mis.
An oll n’o deus quet recevet an donæsoun a gontemplation, evel ar Sant-mâ, mæs ne deus den ebet na ell medita, ober Oræsoun a galon pe Oræsoun mental ; rac ne d’ê quet necesser caout quemense a squiant nac a speret evit ober Oræsoun.
Pep den a sant aoualc’h ,e ezomou : ar beaurien, ar re memes neubeuta instruet anezo, a voar ar fæçoun da exposi o miseriou, da zisquez o necessite, hac e ouzont excellant goulen sicour hac assistanç an dud vad. An exerciç eus an Oræsoun ne c’houlen quet muy a speret : pep-hini a ell aznaout e ezomou spirituel, o exposi da Zoue, ha goulen e c’hraç hac e assistanç ; pep-hini a ell sezlaou e goelet e ene petra c’houlen Doue digantàn, ha quemeret ar resolution d’e bratica gant ar sicour eus e c’hraç : chetu a-se ar guir fæçoun da ober Oræsoun. Doue a gar e parlantemp ountâ simplamant ha gant fizianç.
An exerciç eus an Oræsoun a so ur voyen vras, facil hac excellant evit cundui ur vuez vad hac evit avanç er vertuziou. En Oræsoun e ro Doue cals a sclerigen d’an ene, hac e teu ar galon da veza anflammet dre ar garantez divin : an Oræsoun a rend an ene fervant na couraichus e servich Doue, en hevelep-fæçoun ma caf æz ha douç e Lesen hac e C’hourc’hemennou. Er c’hontrol un ene, hep ar sicour eus an Oræsoun, a chom sempl, digouraich ha languissant.
Mar d’oc’h eta sourcius eus o silvidiguez, na vanquit quet da ober un neubeut a Oræsoun bemdez. Grit reflexion var ur virionez important bennâc, ur gueich var ar maro, ur gueich var ar Varn, ur gueich var Passion hor Salver, ur gueich var ur vertuz bennâc, evel ar Garantez, ar Burete, an Humilite, etc.