pehini o c’hemeras dindan e brotection. Sant Colomban, o veza clevet an diguemer-mad a oa bet graet dezo, a yeas ive d’y evit beva assambies gant-o.
An istim a ree ar Prinç-se eus an daou Zisquibl a reas dezâ receo gant joa ha gant carantez o Mæstr, da behini e roas da choas ar plaç a blicheze gantâ en e Rouantelez. Sant Colomban a recevas an offr eus ar Prinç, hac a savas ur Gouent nevez. O veza bet avertisset penaus e voa sesiet Couent Luxeu, ha penaus an oll Religiuset, pere a edo chomet eno, a oa e danger da veza chasseet, ec’his ma voa-èn bet e-unan, e cassas dy Sant Eustaas e qualite a Abad. Ar Sant-mâ, dre e zouçder ha dre e furnez, a lequeas ar peoc’h hac a obtenas liberte da chom er Gouent gant e oll Religiuset.
E guenta sourci a voe da ober miret an oll Reglamant a oa bet instituet gant Sant Colomban. Eguis e exempl a instruet muy c’hoas evit e gomsou, e voe guelet souden ur fervor vras etouez an oll Religiuset. E garantez dreist-ordinal evit e vreudeur, ar sourci bras en devoa da bourvei d’o ezomou spirituel ha corporel, an douçder gant pehini o gouarne, quemense-oll, gant un aer a santelez a vihe remerquet en e oll actionou, a c’houneas dezàn calonou an oll, hac a zougas queit ar brud eus a Gouent Luxeo ma teue tud a bea-tu evit en em lacaat dindan direction an Abad santel, en hevelep fæçoun ma en devoe ar gonsolation da gaout assambles en e Gouent c’huec’h cant Religius devot ha vertuzus meurbet, etouez pere e conter Sant Caignou pehini a voe goudese Escop eus ar Guær a Laon, Sanl Omer Escop a Derouên, Sant Æchar eus a Noyon, hac un nombr bras a re all eus a bere ar milit hac ar santelez a ra gloar ha curunen Sant Eustaas. Beza en devoe c’hoas ar gonsolation gaër da velet ha da glevet hep heana, en e Gouent, cana an Ofiç divin, dre ar fervor eus ar c’huec’h cant Religius-se, pere oc’h en em sevel bepred an eil rum goude eguile, a gane heb discontinui nos ha deiz meuleudiou an Autrou Doue, hac a denne ar venedictionou eus an Eê var an oll bobl.