re neubeuta pouner na neubeuta c’huero ; mæs, mar hon eus ur guir vertuz, e caffimp en hor patiantet ur remed ous un drouc quer bras.
Ret eo douguen hor C’hroas, ha douguen en hini a blich da Zoue rei deomp. Ma sonchemp ervad e velfemp penaus en adversite, pe en traou control erru gueneomp, a so profitaploc’h deomp evit ne dint domaichus : beza ez-int evel an holen pehini a vir na zeu hor c’halon d’en em gorrompi dre ar bligeadurezou ha dre ar brosperite. Ma sonchemp peguement e servich d’hon avanç en hent eus an Eê un displigeadur anduret gant ur batiantet christen, e andurfemp pep tra non pas hebquen gant patiantet, mæs c’hoas gant joa.
r Sant-mâ e voe ganet e Bourgoign hac instruet
gant Sant Miet, Yontr dezàn hac Escop eus ar Guær
a Langr.
En ur ober reflexion var an dangerou a gaver er bed, e quemeras ar resolution da vont da glasq er Solitud ur plaç suroc’h evit ober e silvidiguez, hac, en ur renonç d’e oll vadou ha d’an esperançou caër, a elle caout, en em dennas e Gouent Luxeu, evit beva dindan direction Sant Colomban, Abad en amser-ze. Biscoas Disquibl na reas muy a enor d’e Væstr. E aquet evit ar beden, e ardor evit ar binigen, e fidelite da viret an oll reglennou a reas ma voe consideret a neuse evel ur squêr a beffection.
Ar Rouanes Brunho o veza chasseet Sant Colomban eus e Gouent, abalamour m’en devoa represantet dezi gant ul liberte santel ur faut e devoa græt, Sant Eustaas, o velet an danger a oa o chom eno, en em dennas gant Sant Gall var douar ar Roue a Austrasii.