pet en Ilisou, e pere e tremene bemdez cals amser, a inspire an devotion da guement bini er guele.
Un urz admirabl a lequeas ive e touez e Soudardet hac an oll dud a Arme : ne lese quet heb punition an distera domaich a rênt d’ar bobl. O veza clevet penaus en devoa e Arme gret cals a zisurz var bord Rouantelez Spaign, ha pillet memes an Ilisou, e reas ober o froces, heb graç na remission ebet, d’an Officerien vrassa.
Ar Prinç devot-mâ, pehini a rente quement-a justiç d’ar re-all, a bardoune aez a facil ar gaou hac an injuriou a vize græt dezâ e-unan. Daou eus e vreudeur a zisclarias brezel dezàn, hac en em unanas o daou evit e lemel divar an Trôn hac en em sesia eus e Rouantelez. Ar Sant, o veza gounezet ar victor varnezo, elec’h en em vengi, ne zisquezas dezo biscoas nemet ped seurt madelez. Ne ouffer quet lavaret peguement en devoe ar Prinç santel da souffr ive abers e ziou C’hoar-gaër : quemense ne viras quet na rentas dezo pep seurt servichou mad, pa voent deut da veza Intanvezet.
Beza e voa Protector ha Tad d’an intànvezet hac an Orfelinet, hac e reas sevel evit-o un nombr bras a Hospitaliou, ous pere e stagas rènchou caër. Epad an daou vloaz diveza eus e vuez e praticas mortificationou bras, hac e crescas e exercicou a garantez.
O veza couezet clàn er Guær a C’halon, ha recevet e Sacramanchou gant un devotion ravissant, e varvas evel ma varv ar re just, er bloaz 593, oaget a eiz vloaz ha tri-uguent. Enterret e voe gant ur manifiçanç din eus ur Roue hac eus ur Sant, en Ilis Abaty Sant Marcel, pehini en devoa graet sevel a-nevez.
Ar Sant-mâ a anduras cals ha pell amser gant daou eus e Vreudeur ha gant e ziou C’hoar-gaër, cousgoude n’en devoa bepret nemet pep seurt madelez evit-o.
An displigeadur hac an afflictionou a erru gueneomp abers hor c’herent, pe tud hon ty, ne dint quet ar