Seblantout a ra deomp neuse beza discarguet dious ur bec’h pouner. Ur gôr oa pehini a ree deoc’h santout ur boan vras ; ne gredac’h e zisquez d’ar Midicin nemet gant anquen hac en ur crena, mæs quentre, ma ze toullet, ha ma ze sortiet ar gorruption, pebes soulageamant na santit-hu quet ? Evelse e illit lavaret goude ma hoc’h eus discleriet ho pec’hejou : Cetu me quyt erfin, taulet am eus an ampoesoun em boa var ma c’halon. Pebes joa na sant quet neuse an ene dre ar fizianç e deus ez e pardounet dezi e fec’hejou, hac ez ê rantreet e graç gant e Doue !
ontran, mab da Gloteer Roue a Franç, en devoa
adalec e yaouanctis ur speret excellant ha cals a
furnez gant ur galon douç ha carantezus. E zouçder,
e lealdet hac e oll vertuziou a vilitas dezâ an istim
hac ar respet eus ar re vrassa eus ar Rouantelez,
couls hac eus an oll bobl.
Gloteer, o veza maro, e bevar Mab a bartageas e Rouantelez etrezo. Gontran en devoe evit e lod ar C’hanton eus a Bourgoign.
Ne voe quet quentoc’h pignet var an Trôn na zisquezas peguer capabl ha peguen din e voa da goumandi. Beza en devoa neuze c’huec’h vloaz ha tregont, ha roet en devoa dija e meur a occasion mercou eus e gouraich ; na zaleas quet da rei mercou caêr a vertuz hac a santelez. Coumanç a reaz dre regli e dy ha derc’hel un urz vad en e Bales. O c’houzout erfat peguement a nerz en deus exempl ar Prinç var speret e sugidi e lequeas e studi da veva evel ur quir Gristen. Coess ha Sacramanti a ree alies, ha bepret gant ur fervor ravissant. E vodesti hac e res-