Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226
27 Meurs.
Sant Yan, Hermit.

cial qant ar re a so angaget e pec’hejou mezus. Hiniennou anezo en em les da veza tromplet gant an drouc-speret ; golo a reont o gouliou elec’h o disquez, ha dre eno e serront out-o o-unan an or a visericord, pehini en deus ar Speret-Santel prometet da zigueri d’ar milit eus ur Goession humbl ha sincer.

Ret eo e tiscleriemp hor pec’hejou ebars en Tribunal eus ar binigen, pe ret eo e vent discleriet un deiz dirac ar bed-oll ; ret ê supporti an eil pe heben eus an diou gonfusion-ze ; choasit, ha, gant aoun d’en em drompla, comparachit an eil gant he-ben. Eus a ur c’hostez, a gonfusion a souffrit er Goession a so ur gonfusion dister aoualc’h. Discleria rit ho pec’het d’a ur C’hoessour charitabl pehini en deus compassion eus ho sempladurez hac a zeu da zouçaat, quement ha ma ell, ho poan ; pehini, pell dious caout goal santimant ebet ac’hanoc’h, a zeu da admira muy ar gouraich gant pehini hoc’h eus tremenet dreist ar gonfusion a allac’h da gaout, eguet ar fragilite pehini e deus græt deoc’h coueza er pec’het : e obligea a rit memes da gaout truez ouzoc’h, ha carantez evidoc’h dre ar choas hoc’h eus græt anezàn evit fiziout dezâ ar pez hoc’h eus a secreta. Mæs er Varn diveza ho pec’het a vezo disoloet, non pas hep muiquen da un den, mæs d’ar bed-oll ; non pas da un den truezus ha charitabl, mæs d’hoc’h adversourien ; non pas da un den pehini a zeu d’ho consoli, mæs da dud pere a zeui d’ho condaouni ha d’ho carga a rebeichou c’huero. Ma ve ur c’hriminal sur da gaoute c’hraç mar carre discleria e grim da unan hepmuiquen eus e Varnerien, caër en deffe an drouc-speret e dempti, certenamant ne vancque quet da ziscleria e grim, ha ne raë quet cals a gas eus ar vez en deffe oc’h en em ziscleria coupabl.

Mæs c’hoas mar coust, evit discleria e bec’het, peet mad a vêr dre an onction a zeu Doue da scuilla en ene, dre ar repos hac an douçder a ra dezi tànva. En effet pebes peoc’h, pebes consolation interior na santom-ni quet aviziou goude ur goession vad, e pehini hon eus discleriet antieramant hor pec’hejou !