Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27 Meurs.
225
Sant Yan, Hermit.

guelet ni, nemet ar pez a so comprenet en Aviel ? Ar vertuziou a bratic an hermitet santela a so desquet el Levr sacr-se a lenner hac a ispliquer en oll Ilisou, grit ar pez a zesq deoc’h an Aviel, hac e viot parfet ha Sænt. Ober a reas dezo meur a Gonferanç var pep seurt vertuziou ; mæs dreist pep tra e recoumande ar vertuz a humilite, abalamour, emezàn, an nep ne d’ê quet humbl, a so en danger bras eus e silvidiguez. Rapporti a reas dezo var quemense penaus en devoa aznaveet ur soliter pehini, goude ur vuez mortifiet ha rust bras, en em lesas da veza tromplet gant an drouc-speret. Ar soliter-ze, emezàn, o veza en em arretet gant pligeadur en ur songeson pe un desir dishonnest, elec’h en em sevel, evel m’en devise gallet, dre ur guir binigen, en em lesas da goueza en disesper, a guitaas e solitud, hac en em abandounas da bep seurt direglamanchou.

Ar Sant-mâ a brofetisas ive cals a draou pere a erruas-oll. An donesonn-ze a brofecii pehini en devoa recevet digant Doue, a zeuas da veza quer publia ma teue eus ar broïou pella d’e gonsulti evel un oracl pe ur Profet lequeet gant Doue var ar menez evit discleria e volontez d’an dud. Mervel a eureu er bloaz 394.

REFLEXION.

Ar soliter-ze, goude beza cunduet ur vuez mortifiet, en em gollas. Pebes sujet evidomp d’en em humilia ha da zizfiziout ac’hanomp hon-unan !

Ar vez en devoa an den maleürus-se da ziscleria e bec’het, a reas dezàn coueza en disesper. Mar ho pe bet ar fragitite da goumeti ur pec’het grevus bennâc, bezit humploc’h, ha liquit evez na zeue ar vez ho pe d’en discleria ha da ober deoc’h ober ur goall coession. Ar vez en occasion-ze a so ur vez maleürus ha diræson, pehihi a zeu eus an orgouill hac ar superbite.

Evit en em breservi dious ar vez-se quen noasus ha quer pernicius, gouezit penaus an drouc-speret ne d’ê james finoc’h evit hon trompla eguet pa fell deomp ober ur goession vad. An dra-se a erru ispi-