Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 Meurs.
187
Santes Perpetua.

a zistinction e deus lequeet e hano er C’hanon Sacr eus an Oferen.

REFLEXION.

Ar Santes-mâ persecutet gant he zad ha gant an Tirant evit ober dezi renonç d’ar Feiz, a chomas bepret ferm ha constant er résolution e devoa quemeret da veza fidel da Jesus-Christ ; mæs peguen neubeut a dra a ra deomp-ni, siouaz ! Mancout d’hon resolutionou mad. Ober a reomp cant propos ha cant resolution da veza fidel da Zoue ; mæs pa zigouez an occasion da rei dezan ur merq eus hor fidelite, ez-oump digouraich, e plegomp hac en em lesomp da veza trec’het gant an demptation. Ar seurt resolutionou-ze ne dint quet guir-resolutionou nac ur guir volontez memes ; ne dint nemet ur c’hoanteguez sempl, væn hac inutil. An Ifern a so leun eus ar seurt resolutionou-ze, rac ne deus den quer mechant ha quen impi n’en deffe aviziou ur c’houant bennâc da zench buez ha d’en em savetei. Dre an euvrou e aznavezer ar font hac an disposition eus ar galon un den, evel ma aznavezer an natur vad eus ur vezen dre he frouez. Ur vezen, evit-i da deul bleùn pep bloaz, ma na zoug quet a frouez, a vezo troc’het ha taulet en tan. Ar resolutionou a so hènvel ous ar bleùn, hac an actionou a so ec’his ar frouez. Disfiziomp eus ar sincerite hon resolutionou, mar doump infidel en occasionou.



An daouzecvet devez a viz Meurs.


SANT PAUL, ESCOP HA PATRON,
EUS AN ESCOPTY LEON.


————


Sant Paul, leshanvet Aurelian, a oa guinidic eus a Vro-Sauz. E guerent, tud a zistinction hac a vertuz, en lequeas abred er scol gant ur personaich santel