Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
12 Meurs.
Sant Paul, Escop.

hanvet Eldut, pehini a oa bet e-unan Disquibi Sant Germen Auxer. En ur scol quer mad, e reas e ber amser ur profil quer bras er squianchou hac er vertuziou ma teuas souden da veza an admiration eus e Væstr, pehini n’er c’honsideras muy nemet evel ur Sant.

D’an oad a bemzec vloaz en em dennas en un deserz, e pelec’h e cunduas ur vuez angeliq, en ur dremen e oll amser en Oræsoun hac er gontemplation. Goude beza en em zisposet d’an Urzou Sacr, hac o recevet gant ur fervor nevez, e quemeras gantàn daouzec Bælec vertuzus-bras, gant pere e veve en ur santelez admirabl. Celebri a ree bemdez Sacrifiç santel an Oferen gant ur respet hac un devotion dreist-ordinal ; beza ez-oa quer mortifiet ma veve gant un neubeut bara-hey ha dour, hac alies e tremene an deiz heb dibri nac eva.

Ar Roue a Vro-Sauz, o veza clevet ar brud eus e santelez, a c’hoanteas e velet, hac a gassas tud d’e glasq. Ar Sant, pa voa deut e palæs ar Prinç, a brofitas eus an occasion-ze evit proculi gloar Doues hac a reas eno ur mad infinit etouez an Noblanç hac etouez ar bobl, quen dre an exempl eus e vuez santel, quen dre au nerz eus e sarmoniou leun a onction hac a zêl.

Goudeze, hervez an avertissamant roet dezâ gant un Æl, e tremenas ar mor evil dont e Breiz da brezeg an aviel. Evel m’en devoa ur c’hoar Leanes en ur Gouent var bord ar mor, ne fallas quet dezâ tremen heb e guelet. Goude beza bet ur gonversation santel assambles, e c’hoar a gomsas dezàn eus an diæsamant hac an drouc a ree d’all leaneset ar mor gant e drous hac e dourmant. Ar Sant, o vezâ græt e beden da Zoue, a gommandas d’ar mor en em dennâ, hac abaoue ne zeuas muy bete ar Gouent. Ar zêl ardant en devoa evit silvidiguez an eneou, a reas dezàn chom ur maread-amser e Enes ouessan e pelec’h edo c’hoas cals a dud divadez ; labourat a reas gant e zaouzec Compaignon d’o instrui var ar Mysteriou eus ar Feiz ; o c’honvertissa a eureu dre ar vertuz a roe Doue d’e gomsou, ha dre an nerz eus ar mi-