lavaret eo, Cristenes. Neuse e saillas guenê, ma goal-dreti a reas, ha, goude m’en devoa ma injuriet e peb fæçoun, ez eas en e roud.
Un neubeut goudese e voen lequeet er prison : esclami a ris en ur antren, rac biscoas n’en boa guelet un dra quen têval ha quen horrubl. An cer fall hac ar c’hoes eus an nombr bras a dud a oa dija ranfermet eno ; an diguemer rust pehini a voe grast din, hac an nec’h am boa dre na vouien quet peleac’h e oa ma c’hrouadur, quemense-oll. a ree din ur boan estranch. Da benn ur maread amser couscoude em boa conge da gaout ma c’hrouadur guenê er prison : neuse en em gonsolis hac en em bligis eno.
Pa glevas va zad e tlien bezâ interroget, e teuas en ur vouela d’ar prison, hac e lavaras din caout ur gonsideration bennâc evit e oad bras, ha rei dezâ ur gonsolation bennâc goude m’en devoa va quelennet gant quement a sourci, ha va c’haret ha cherisset quement e pep amser. En em santout a ris touichet, hac evit e gonsoli e liviris dezàn hebquen, penaus pa visen var ar chafot, e arruze guenê ar pez a blicheze gant Doue : en em retira a eureu trist bras.
Pa voan casset dirac ar Barner evit beza interroget, va zad en em bresantas dirazòn gant va c’hrouadur etre e zivrec’h, en ur lavaret din : sell a druez ous da vab, ma na c’heus truez ebel ouzôn-ne. Ar Barner, goude beza græt d’am zad sortial, am c’hondaonas da veza exposet d’al loenet. Ar c’homsou-mâ diarauc a so re ar Santes, evel m’er gueler er scridou ancien.
Pa voe digouêt an deiz eus ar gombat, ar Santes a sortias eus ar prison evit mont d’an Theatr, joaüs evel evit mont d’an Eê. E exposi a rezeur da ur veuoc’h fuloret, pehini a hegeas anezi diveich hac e fistigas ; mæs, evel na varve quet evit quemense, unan eus ar Gladiatoret e zreuzas gant un taul cleze. He Vefzerinti glorius a erruas er bloaz 203.
Sant Augustin en deus græt teir Bredication en e enor hac e meuleudi ar Santes-mâ. E froposi a ree alies d’e bobl evit o excita da drec’hi an difficulteou a gaver o pratica ar vertuz ; hac an Ilis dre ur merc