Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 Meurs.
185
An daou-uguent Merzer.

pehini a gollas ar recompanç eus a guement a boan, abalamour ma vancas da berseveri, ha pehini ne gavas countantamant ebet en e grim, pa gollas e vuez er memes amser. Perseverit er praliq eus ar vertuz : marteze n’hoc’h eus muy nemet neubeut a zeveziou da veva ; mar deut da goll couraich, d’en em relachi, un all a lamo ho Curunen digueneoc’h.

Pebes queuz evit an den maleürus-se en Ifern guelet ar gurunen a oa bct destinet evit-àn, ha pehini en deus collet ! Pebes calonat queuz n’en deus-èn quet pa gonsider penaus ez-ê en em brecipitet e tourmanchou eternel gant aoun da souffr c’hoaz e boan e spaç un heur amser, ha marteze neubeutoc’h !



An unnecvet devez a viz Meurs.


SANTES PERPETUA, MERZERES.


————


An Ampalaer Seveer, o veza ordrenet ma vize lequeet d’ar maro ar Gristenien pere ne falvize quet dezo adori Doueou ar Rouantelez, ,e voe arretet er Guær a Gartage Santes perpetua, pehini a oa un Itron yaouanc ha devot bras, petra bennâc ma oa he zad payen. Perpetua a oa bet dimezet hac e devoa ur c’hrouadur pehini a vague e-unan.

Evel ma scrivas ar Santes-mâ, en deiz quen ma varvas, an Histor eus he Verzerinti, e raportimp amâ he c’homsou. Abars, emezi, ma voen lequet er prison, e teuas va zad d’am c’haout, oc’h esperout ober din renonç d’ar Feiz. Goude m’en devoa græt e oll effort evit quemense, e leviris dezâ erfin, en ur zisquez dezàn ur pôd a oa eno var an douar : va zad, ha guelet a rit-hu ar pôd-se a so ase ? Ya, emezàn ; ajouti a ris : hac èn a eller rei dezàn quen hano nemet e hini ? Na eller quet, a respontas-èn : na me quen neubeut ne allàn quet lavaret e venn nernet ar pez ma zoun, da