Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/180

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Meurs.
173
Santes Pulquerii.

mes : hac e teufent goudese da veza ingrat en hoc’h andret, ar pez-ho pezo graet evelse evit-o. ne vezo quet collet evidoc’h ha ne chommo quel heb recompanç.



Ar c’huec’hvet devez a viz Meurs.


SANTES COLETA, GUERC’HES.


————


Ar Santes-mâ a oe ganet e Picardi. He c’herent, pere a oa tud eus ar gommun, mæs respetabl dre o vertuz, a roas dezi abred un descadurez gristen. Quentre ma teuas da aznaout Doue, e teuas ive d’e garet ha d’e servicha gant ur fervor quer bras ma levare an oll e voa pep seurt apparanç. e vize un deiz ur Santes vras. Ne anaye quet ar c’hoariou ordinal d’ar vugale, na quen neubeut ar fautou e pere e couezont. He fligeadur oa pidi Doue ha beva pell dious trous ar bed. Quen humbl e voa ma oa joa gant-hi beza humiliet, reprenet pe mortifiet en un dra bennâc. O veza clevet un deiz meuli he guenet, an desir e devoa da bligeout da Zoue hepquen ha da gonservi ar burete, a reas dezi pidi an Autrou Doue da lemel digant-y ar guenet-se pehini a seblante dezi ur malher pe un drouc evit-y : ober a reas er memes intantion quement a yuniou ha pinigennou quer rust, ma cenchas cals ha ma collas he c’henet evel m’e devoa desiret.

Dre avis he C’hoessor e quemeras an Habit a Binigen a drede Urz Sant Frances, hac en em retiras en ur gampric vian eus a belec’h e alle clevet bemdez an Oferen ha receo ar C’horf Adorabl Jesus-Christ. Eno en em zalc’has ranfermet epad pevar bloaz, en ur yun alies divar bara ha dour, ha ’meur a zevez n’e guemere magadurez ebet, nemet ar Goumunion santel ; ne gousque nemeur, ha ne devoa evit guele nemet ur vriadic queuneut. He Oræsoun ordinal oa contempli Passion hor Salver ha consideri ar glac’har e devoe an Itron Varia var Menez Calvar, pa velas