Ar Santes o veza bet avertisset eus a guemen-se a guemeras e-unan he c’honge, hac en em retiras var ar mæs. Biscoas n’en em glemas eus an ingrateri he breur, pehini a oa dleour dezi a bep tra ; consideri a reas ar cenchamant-se neubeutoc’h ec’his un disgraç eguet ec’his ur faver eus an Eê, pehini a brocule dezi ar voyen da dremen he amser en oræsoun hac er solitud.
An Ampalaer a santas souden an defaut hac an dienez eus e C’hoar ; queuz en devoe da veza en em brivet eus ur sicour pehini a oa quen necesser dezàn, hac e fidi a eureu da zistrei. Petra bennâc ma en em blige meurbet ar Sautes en he solitud, ha ne devize quet c’hoantet e cench gant oll balesiou eus an douar, e c’huitaat a reas cousgoude evit dont adarre da chom gant he breur, quentre ma teuas da aznaout e c’houlenne gloar Doue quemense digant-y.
Pa erruas ar Brinces e Constantinopl, e voe recevet gant an oll bras ha bihan evel o mam. Renta a reas couls goude ha quent servichou bras hac important d’he breur. Ouspen-ze e reas sevel Hospitaliou e cals a Guæriou ; hac an oll brovinçou pere a zepande anezi hac ous an Ampalaer, a santas an effejou douç eus he charite hac eus he liberalite.
Ar Brinces admirabl-mâ, carguet a œuvron mad hac a vilidou, a varvas, ec’his ma varv ar re just, er bloaz 453, oaget a bevar bloaz hac anter-cant.
Goude m’e devoa Pulquerii rentet cals a servich d’he breur, epad tregont vloaz, ar breur-ze dre un ingrateri estranch a reas dezi sortial eus e dy. Ar Santes a guemeras he c’honge heb en em glem ; sortial a eureu gant peoc’h ha memes gant joa ; ha goudese e teuas c’hoas da chom gantan, pa zeuas d’e fidi, hac e continuas da renta dezân ar memes sicour hac ar memes servichou mad.
Ho pezit evit an nessa ur guir garantez, ur garantez pur ha fountet e Doue. Grit evit Doue an oll vad a reot d’ho nessa, d’ho mignonet ha d’ho querent me-