r Santes-mâ, merc’h d’an Ampalaer Arcad, e devoa
a vianic ur speret caër hac ur furnez dreist he oad
ha dreist he sex, gant ur vodesti rar hac un devotion
pehini a ree admiration an oll. O veza collet abred
he dad hac he vam, e quemeras e-unan, d’an oad a
zaouzec vloaz ; ar sourci da instrui he breur, an Ampalaer
yaouanc Theodôs, ha diou c’hoar dezi.
Theodôs a bignas var an Trôn Imperial d’an oad a bemzec vloaz. Ar Prinç-se, pehini n’en devoa quet, cals a faut, ar speret eus e c’hoar Pulquerii, ha pehini n’en em sante quet capabl d’a c’houarn e-unan ur Rouantelez quer bras, a roas d’e c’hoar ur gallout hac un autorite souveren en e oll Stâdou, ha ne ree affer ebet important heb quemeret e avis.
Ar Santes en em servichas eus he autorite evit prosperite ha soulageamant ar bobl. He oll application oa da renta ar Religion florissant, da assista ar beaurien, da gonservi an abondanç hac ar peoc’h, da ober observi al Lesennou, da protegi ar re innoçant, da bunissa ar c’hrimou. ha da recompansi ar vertuz. Biscoas ne oe bet guelet ur gouarnamant furoc’h evit he hini ; na biscoas ne oa bet eürussoc’h ar bobl eguet en amser ma coumande ar Brinces santel. Beilla a ree ive var tud he falez, etouez pere e oa un urz admirabl. Officerien, Introneset a enor, Courtisanet ha pep unan en devoa un ær a vodesti hac a zevotion exemplus hac edifiant.
Tregont vloaz a oa abaoue ma veve ar Brinces en un union vad gant he breur, pa zeuas tud avius ha goall-intantionet da derri un union quer caër. He breur a zeuas da yenaat out-y, ha dre ur goall aly e quemeras ar resolution d’e lacât e mæs eus e Bales.