he Mab divin o vervel var ar Groas. E creis an exercicou eus ur vuez quer pur, quer penitant ha quer santel, e crede c’hoas beza ar vrassa pec’heres eus ar bed. He humilite a ree dezi en em gonsideri quen dister ha quen miserabl na gomprene quet penaus e alle an Autrou Doue e anduri var an douar. Mar cleve e vize coumetet ur c’hrim bras bennâc, e lavare : allas ! petra ê quemense e scoaz d’am fec’hejou-me ; coupaploc’h oùn dirag Doue evit an oll bec’herien vras-se.
Doue, pehini en devoa-hi destinet evit refurmi Urz Santes Clæra, a inspiras dezi antren en Urz-se. Goude m’en devoe græt Profession, e miras a-boent da-boent an oll Reglen hervez ar c’henta Institut, ha, gant sicour an avisou mad a roas dezi an Den santel Herry La Beôm eus a Urz Sant Frances, e teuas a-benn da refurmi ha da lacaat en o c’henta stad un tiombr bras a Gouènchou e pere e oa yeneet ar c’henta fervor. Ouspen-ze e reas sevel trivec’h Couent e pere e virer gant ur fidelite vras ar reglennou oll pere a oa bet instituet hac ordrenet e coumançamant an Urz, gant Santes Clæra.
Diæz e ve compren an oll boan e devoe ar Santes-mâ da souffr en amser ma laboure da lacaat ar refurm-ze. An oll a savas en e henep, galvet e vie bigodes, impocrid, Orgouillus ha sorceres memes ; persecutet e voa quement ma voe chasseet eus he bro. Souffr a reas gant ur gouraich dreist-ordinal ; ha, dre he fatiantet, he zouçder hac he ferseveranç, e teuas a-benn a bep tra.
Erfin, goude beza labouret gant quement a fatig epad dadu-uguent vloaz evit gloar Doue ha perfection he Urz, o santout e tostee ar moumet eürus ma tlie mont da joaüsdet an Autrou Doue, e c’halvas an oll Leaneset eus ar Gouent, hac, o veza o exortet da veza bepret fidel da viret o Reglen, e rentas he Ene da Zoue, er bloaz 1446, oaget a c’huec’h vloaz ha tri-uguent.
Santes Coleta, en amser ma voa plac’h yaouanc ha