resont eno ur vuez angeliq, epad tri bloaz ; mæs an tourmant eus ar mor hac an ael pehini a oa quer cre en Enesen-ze, o c’hontraignas da vont da ober o demeuranç en tu-all d’ar vrec’h-mor, evit en em lacaat en abri, en draouyenn pe stancquenn e pehini ema bremâ Abati Landevennec. Sevel a resont eno ur Gouent e pehini e cunduent ur vuez mortifiet meurbet : n’o devoa evit guele nemet an douar ; o bevanç a gonsiste e bara hey gros, gant lousou pe griziou paredel en dour gant un tamig bleud ; un darn vras eus an deiz hac eus an nos a dremenent en Oræsoun ; hada a reent o-unan an hey a serviche dezo da ober o bara. Chetu-ase ar Reglen a observe Sant Guenole hac e Religiuset et Landevenec hac a voe observet eno betec an amser ma reas ar Roue Loys an Deboner receo Reglen Sant Beneat er Gouent-se, er bloaz 818.
Sant Guenole a dremenas er Solitud-se ar rest eus e amser en ur santeles vras. Dreist e oll vertuziou-all pep-unan a admire e humilite parfet hac e simplicite hènvel ous hini ur c’hrouadur ; ne dleer quet eta beza soueset en deffe militet ober quen alies a Vurzud ha Miraclou quer bras.
Abalamour d’e santelez ez oa caret hac enoret gant an oll, bras ha bihan. Ar Roue Gralon en estime quement, ma reas dezâ donæsonou caër evit e Gouent.
Erfin, oaget etro dec vloaz ha tri-uguent, o veza bet avertisset gant un Æl eus an deiz ens e varo, e choasas etouez e Religiuset Sant Guinal evit Abad. Goudese o veza celebret Sacrifiç santel an Oferen ha briateet e oll vreudeur, e rentas e Ene pur da Zoue e tre o divrec’h, heb rei merq ebet a anquen, hac o veza ous an Auter pehini n’en devoa quet c’hoas quiteet.
Sant Guenole hac un infinite a Sænt o deus atau caret ha desiret ar solitud ; perac e clasquent-ii pelaat dious ar bed ? Abalamour, ement-ii, ez ê carguet a zangerou evit ar silvidiguez. Ha guir a lavarent-ii ? Hac en em dromplet int-ii ? Ansao a reomp hon-unan