Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
3 Meurs.
Sant Guenole.

ez ê tromplus ar bed, ha penaus na ell rei d’ar re a zeu d’e servicha nemet mouguet ; gouzout a reomp penaus goude pligeadurezou ar bed e teu an displigeadur, hac alies ur c’huez eternel, ha cousgoude an nombr eus e servicherien a gresq bemdez. Ret ve deomp eta, a leverot-hu en em ober oll Hermitet ha quitaat ar C’hæriou, evit mont da chom en Deserz ? Salocras, mæs ret ê beva er bed hep caret ar bed, pe heulia guizou ar bed ; ret ê caret ar retret interior, ar solitud a galon ; ret ê en em gomporti evel tud pere a sonch parfet n’o deus affer ebet importantoc’h eguet affer o silvidiguez.



Ar pevare devez a viz Meurs.


SANT CASIMIR.


————


Ar Prinç eürus-mâ eus ar Rouantelez Pologn a voe quelennet santelamant dre ar sourci ar Rouanes e Vam, unan eus an devota Princeset en he amser. E speret lem gant e inclination vad a reas dezàn avanç caër er squianchou , hac e ber amser e ornas e Ene gant ar vertuziou parfeta. E zouça pligeadur oa tremen meur a amser e-hars treit an Auteriou ; ha pa vize represantet dezàn en devoa ezom d’en em zivertissa un neubeut, e responte en ur fæçoun agreabl e cave en Ilis an divertissamant a vihe caet o pourmen, o c’hoari, hac o chasseal.

E garantez evit Jesus-Christ a oa quen ardant ha quen tener ma vige ravisset e galon pa gonsidere ar garantez dreist vusul gant pehini ez eo en em sacrifiet hac en em livriet da vervel evit raquita ar bec’herien ; e zevotion special evit ar Verc’hes Vari. a reas dezâ en amser ma voa c’hoas yaouanc, compos en he enor ur Pros rimet e Latin, pehini a lavare bemdez, hac a so leun eus ar santimanchou tener eus e galon : chetu-hi amâ lequeet e Brezounec.

Na dremen devez ebet, o va ene, heb renta da ho-