un alusen dister a roont dezo ? Hac evelse eo beza carantezus evel ma voa ar Sant-mâ ?
ant Guenole, ganet e Breiz var dro pevar-c’hant
vloaz goude Donediguez hor Salver, en devoa a vianic
ur vertuz quer parfet ma teuas da zisprigeout ar bed
gant e bligeadurezou, evit clasq ar madou pur eus
an Eê. O veza bet lequeet er scol gant ur Mæstr vertuzus,
e profitas quement, ma teuas souden da veza
un exempl caër a beb seurt vertuziou, hac e recevas
a-neuse digant Doue an donesoun a Viraclou. Ur
c’hrouadur yaouanc, pehini a oa er memes scol gantàn,
o veza en em bistiguet dre ur goal lam, Guenole en
greas pare en ur ober sin ar Groas var nezàn.
Evit renonç antieramant d’ar bed ha gallout en em rei oll da Zoue, en em rentas Religius. Ebars ar stad-ze e lacaas e oll studi da avanç bepret en hent eus ar berfection, hac en em rentas quen agreabl da Zoue ma ree Miraclou bras meurbet dre ar Feiz en devoa, ispicial e sin ar Groas. Renta a reas pare ur c’hoar dezâ pehini e devoa collet ul lagad dre un accidant fachus ; hac al lagad-se en em gavas quer sclær ha biscoas. Ur veich-al o veza rancontret ur paour hac a oa dall, evel n’en devoa netra da rei dezâ, en em lacaas d’e gonsoli ha d’e exhorti d’ar batiantet. Un den o tremen dre eno, a goumanças da farçal dre ma soulage ar beaurien gant comsou. Ar Sant evit disquez squer dezâ, a dostaas ous an den dall, ha, leun a fizianç e Doue, goude beza pedet evintâ, e rentas dezàn ar guelet.
Un neubeut goude, dre gonsantamant e Superior, en em retiras gant unec Religius en un Enes vian a hanver c’hoas bremâ Ty-Bidi, da lavaret ê, Ty an Oræsoun. Sevel a resont lochouigou, ha cundui a