carantez a ree dezâ aviziou divisca e zillat evit o rei d’ar beaurien, en ur lavarat : ret e hada er vuez-mâ, evit dastum er bed-all.
E batiantet a voe ar bedervet vertuz pehini a gurunas e vuez. O veza bet avertisset penaus unan eus e guerent a glasque lemel e vuez digantan, e respontas, heb en em droubli, ha gant ur batiantet angeliq : n’em eus aoun ebet razan ; Doue a zifen va buez, ha den ebet na ell e lernel diguenê, ma ne fell da Zoue.
Ar Sant, countant eus ar pez a bermet an Autrou Doue, a yeas d’an Ilis dirag Auter an Itron Varia, hac eno, en ur rei an alusen da ur paour, e recevas un taul coutel-lassen quen horrubl var e benn ha var e dal, ma varvas var ar plaç. O ! peguen douç eo mervel en Ilis, er fervor eus an Oræsoun, hac en ur rei an alusen. E varo precius a erruas er bloaz 1126.
C’hui, pere hoc’h eus gallout hac autorite var ar re-all, disquit, gant ar Sant-mâ, e pe fæçoun e tleit treti ar re a so didanoc’h, pe a so sujet deoc’h ; grit un usaich mad eus hoc’h autorite ; considerit ho quysien, ho servicherien, en ur guer ar re a zepand ac’hanoc’h, non pas evel esclavet, mæs evel ho brendeur ; songit ez-int marteze agreaploc’h da Zoue evit ne deoc’h-hu ; ha penaus e ellont beza un deiz brassoc’h hac hueloc’h en Eê, evit na viot-hu hoc’h-unan.
Eil Reflexion. N’en em gountantit quet da viret na reac’h gaou na drouc da zen ; grit vad d’ar re ma allot ober. Songit ez oc’h eürus da gaout ar gallout hac ar gomodite da exerci ar garantez en andret ho nessa, songit ez eo eürussoc’h rei eguet receo.
Trede Reflexion. Ar Sant-mâ a bocque d’an dorn e pehini e lequee e alusen. Gouzout a ree ervad penaus ar pinvidic, en ur ober an alusen, a c’hounez c’hoas muy eguet na ro ; gouzout a ree penaus e ma Jesus-Christ er paour, ha penaus an alusen, a so un dra santel pehini a dle beza græt gant respet. Penaus e eller goude un hevelep exempl caout tud criz avoalc’h evit injuria e peb fæçoun ar beaurien, ha rebeich alies