Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
164
2 Meurs.
Sant Charles, Condt.


An eil devez a viz Meurs.


SANT CHARLES,
CONDT EUS A FLANDRES.


————


Rentomp enor ha gloar da Zoue da veza roet ar Sant-mâ evit exempl ha squêr d’ar Brincet, d’an Noblanç, ha d’ar re o deus gallout hac autorite var ar re-all. Ar Prinç-mâ a so bet just, devot, carantezus ha patiant : chetu a se ar pedir vertuz pere o deus composet e vuez, hac o deus militet dezâ ur Gurunen gaër en Eê.

Goude maro e dad, pehini a oa houe eus a Danemarq, e voe græt Condt eus a Flandres. Ar Prinç santel a goumanças disquez peguer just e voa, dre an ordrenancou leun a furnez pere a reas, ha dre an urz caër a lequeas etouez e sugidi. O gouarn a reas gant quement a lealdet, a voderation hac a vadelez ma vilitas beza hanvet Charles-ar-mad. Pell dious lacât goal guiriou var ar bobl, ne songe nemet d’e soulagi bepret e quement a oa possubl ; hac e vrassa pligeadur oa oc’h unani ar re a oa division etrezo.

E zevotion a oa e eil vertuz remercapla. Bemdez e tremene cals amser en Ilisou gant ur vodesti admirabl hac edifiant meurbet. Mont a eureu da Jerusalem evit bisita ar Plaçou Santel eus hor Redemption. Enori a ree ar Preladet eus an ilis, ha respeti ar Religiuset, abalamour, emezàn, ma zint Ælet an douar, ha servicherien an Autrou Doue.

Ar garantez a voe an drede vertuz a braticas muya ar Prinç santel-mâ, ispicial en andret ar beaurien da bere e roe bepret an alusen gant larguentez. Caç a ree bandennou beaurien da dyer e vuisien evit beza antretenet eno divar e goust. Er Guær a Ypre e distribuas ur gantite vras a vara d’an dud paour en ur pocquet da zorn pep-hini anezo, abalamour, emezàn, ma considere e pep paour personaich Jesus-Christ. Ar memes