Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Meurs.
163
Santes Eudoç.

adori an Doueou. Ar Santes o veza e reüset gant ur gouraich dreist e sex, a voue condaounet da veza dibennet. He Verzerinti a erruas e tro pevarzec vloaz ha cant goude Donediguez hor Salver.

REFLEXION.

Doue a zeu da brepari d’ar bec’herien certen rancontrou eürus, certen moyenou a gonversion pere a so bepret moyenou sur a silvidiguez d’ar re a fell dezo profita anezo ; mæs peguer maleürus eo ar re a zeu d’o renta inutil evit-o ! Pep disprigeanç, pep indifferanç, en occasionou saluter-ze a so ur sin a obstination er pec’het ; hac an nep a zeu da abusi eus ar graçou-ze, a so en un danger bras da vervel en e bec’het. Eudoç pec’heres a glev ul lectur devot ; al lectur-ze e touichas, chezlaou a eureu er memes amser ar vouez eus ar c’hraç pehini a barlante out-y e goëlet he c’halon, hac e teuas d’en em gonvertissa. E pelec’h e ve bremâ Eudoç mar e devise græt neuse ar scouarn vouzar ? ma n’e devise quet profitet eus an occasion eürus-se?

Peguement a bec’herien o deus manquet o silvidiguez, pehini a zepande eus ar profit a dlient beza græt eus ul lectur devot dre behini Doue en devoa o zouichet, eus ur Sarmon o devoa clevet, eus un avis mad roet dezo, eus un accidant trist o devoa guelet, eus un inspiration santel o devoa bet ; ne d’ê quet falvezet dezo profita eus ar moument eürus-se, bouzar int bet ous ar C’hraç ; pebes maler evit-o, sioaz ! ha peguer cruel e vezo o c’heuz en ifern da veza en em galedet a enep ar C’hraç en occasionou eürus-se !

An Autrou Doue en deus marteze staguet silvidiguez meur a zen ous al lectur a raïnt eus ar Reflexion-mâ ; pebes maler, mar e rentont inutil evit-o.


————