Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
162
1 Meurs.
Santes Eudoç.

nezou-ze, a c’houlennas diganti a belec’h e voa hac eus a be Religion. Beta ez-oùn, emezi, eus a Samarii hac evit guir, n’em eus Religion ebet, hac evelse ez-oùn en em roet da bep seurt crunou ; guelit goude quemense hac èn so possubl din evita ar Poaniou Eternel.

Possubl-eo, eme an den santel, mar quirit en em gonvertissa hac ober pinigen ; rac Doue a receo bepret gant madelez, gant carantez ha gant joa ar bec’herien penitant. Livirit din eta, emezi, petra e rancàn da ober ? Heanit da bec’hi, a respontas ar Servicher Doue, ha galvit heb dale ur Bcelec d’hoc’h inslrui ha d’ho lisposi da receo ar Vadiziant ; rac evidon-me, ret ê din distrei d’am C’houent, e pelec’h ho recournandin da bedennou an oll Religiuset.

Eudoç a glascas rac-eon ur Bælec hac en em strincas de dreit en ur lavaret : beza ez-oùn ar vrassa pec’heres a voe biscoas, mæs desquet am eus penaus misericord an Autrou Doue a so c’hoas brassoch ; c’hoant bras am eus d’en em renta Crisienes : ma instruit, me ho ped, hac ordrenit din ar pez a bligeo gueneoc’h. Ordren a reas dezi quemeret ur guiscamant modest ha tremen seiz devez en e c’hambr, o yun hac o pidi Doue heb parlant ous den.

Goude beza observet quemense, ez eas gant un habit a Benitantes da gaout an Escop hanvet Theodot, ha prosternet var an douar, er pedas gant cals a zaëlou da rei dezi ar Vadiziant. An Escop, oc’h e guelet e tispositionou quer santel hac instruet mad, e badezas. Ar Santes a reas neuse un douneson eus e oll madou d’ar beaurien, hac a bedas an Escop d’o distribui dezo. Ne vize muy guelet neuse nemet en llisou, hac e teuas da veza un exempl caër a binigen hac a vertuz.

Ne zaleas quet anezi d’en em lacât en ur Gouent e pelec’h e reas ur binigen dreist-ordinal, oc’h en em gonsideri bepret evel indin da veva en ur plaç quer santel.

Ar Gouarner eus ar Brovinç o veza clevet e voa en em rentet Cristenes hac en devoa madou bras, a reas e sonch d’o c’honfisca ; mæs pa velas e voant dija roet d’ar beaurien, e fallas dezâ e c’hontraign da