Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/168

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 Fevrer.
161
Sant Romen.

elec’h e soulagi, e crisquit e boan hac e anquen ; evelse mar reprenit ho nessa eus e faut dre gomsou rust ha c’huero, elec’h guellaat an drouc, e teuet alies d’e voassaat. Reprenit ar re a fazi, mæs gant carantez ; clasquit o frofit, mæs na glasquit james countanti ho speret pe hoc’h-humor, hac e velot pebes nerz e deus an douçder.



Ar c’henta devez a viz Meurs.


SANTES EUDOÇ,
PENITANTES HA MERZERES.


————


Eudoç, guinidic a Samarii, ne devoa en e yaouanctis quen sourci nemet d’en em visca caër, da vragal, ha da redec d’an divertissamanchou ; evelse e teuas souden da goueza er brassa disurzou.

Hor Salver, ar pastor carantezus, pehini en em blich o renoueli a amser-da-amser ar brassa Miraclou eus e visericord, a zeuas da glasq an danvat dianquet-mâ.

Ur Religius, en ur dremen dre ar Guær a Heliopolis, a logeas en un ty e-harz hini Eudoç. An den santel-ze o veza savet var dro hanternos, hervez e gustum, evit pedi Doue, en em lequeas da lenn ul Levr devot, hac e savas e voez evit en em viret dious ar c’housquet. Ar sujet eus e lectur a oa var ar poaniou eternel da bere e vezo condaonet ar Bec’herien, ha var an eternite eürus a behini e jouisso ar Sænt. Eudoç soueset oc’h e glevet, e devoe ar guriosite d’e chezlaou, hac en em gavas spountet bras dre al lectur-ze.

Da c’houlou-dez e cassas da bidi ar Religius da zont d’e guelet ; hac e lavaras dezà en ur grial : aichu eo din eta, collet e vezin da virviquen ; biscoas n’em boa clevet parlant eus an Tad Eternel, hac eus an traou am eus clevet gueneoc’h en nos-mâ. Ar Religius, soueset o clevet gant-y penaus n’e ouie quet quent ar guirio-