Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/167

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
28 Fevrer.
Sant Romen.

d’an Deserz, hac e quefzont ar peoc’h. Beva a reent assambles en un union ar c’haëra ; n’o devoa o daou nemet ur memes volontez hac ur memes calon, petra bennâc ma o devoa humoriou diffarant ; rac Sant Romen en devoa ur speret douç ha patiant, hac e vreur a voa prim ha pront dre natur.

Ar brud eus o santelez a zigaças dezo un niver quer bras a zisquibien, ma voe ret sevel ur Gouent pehini en em gavas souden carguet a Religiuset. Breur ar Sant-mâ o veza reprenet gant rusder daouzec anezo pere a voa fazyet, ar re-mâ, pere n’o devoa quet ur speret humbl aoualc’h, na elzont quet suporti bez reprenet en ur fæçoun quer rust, fallout a reas dezo memes sortial eus ar Gouent ; mæs Sant Romen gant e zouçder a dennas ar sonch-se eus o speret, hac e teuzont goude-se, dre o fervor, da rapari o faut.

Erfin ar Sant-mâ, goude beza gouarnet e Religiuset gant un douçder admirabl, ha desquet dezo an hent eus ar berfection, a rentas e Ene da Zoue, er bloaz 460, e tro an oad a tri-uguent vloaz.

REFLEXION.

An drouc-speret, adversour ar silvidiguez, a reas d’an daou Religius-mâ quitaat an deserz, mæs ne voent quet pell heb distrei var o c’his. Ur vreg paour oc’h o repren a reas dezo distrei d’ar gombat. Admirit eus a ur c’hostez sempladurez an den, hac eus ur c’hostez-all humilite ar Sænt. Douc a bermet aviziou e teu ar re devot da goueza : mæs ar re humbl ne chomont quet pell heb sevel ; Doue ne zale quet da ober dezo aznaout o faut, hac int-ii ne zaleont quet d’en em gorrigea.

Eil Reflexion. Daouzec Religius a voa prest da guitaat ar Gouent, abalamour ma voant bet reprenet rust ha marteze e vizent-ii en em gollet er bed ; Sant Romen dre e zouçder a reas dezo chom eno, hac e teuzont da rapari o faut dre ur vuez devot ha fervant. Clenvejou an Ene a C’houlen beza tretet gant douçder evel re ar c’horf. Mar deut da drei ha da zistrei en ur fæçoun rust un den clàn en e vele ;