vertuz-mâ a zeu d’e freferi d’ar vuez memes. A ell caout combajou rust da souten ha temptationou bras da souffr, mæs sur a ell beza bepret eus ur sicour creoc’h ha puissantoc’h eus ar c’hraç.
r Santes-mâ, guinidic a Nicomedii, e devoa un
Tad Payen hac ur Vam heb Religion. Ar Verc’h furoc’h evit he c’herent, o consideri an Eê, an Heaul,
ar Steret, hac o zro quen ingal ha quer reglet ; o
consideri ouspen-ze an effejou admirabl eus ar Brovidanç
var quement tra so var an douar, a zeuas da
gompren ne voa nemed ur Speret Souveren hac infinimant
parfet en devoa gallet croui traou quer caër, ha
derc’hel un urz quen admirabl. O veza aznavezet ar
guir Doue, en em reas instrui var ar Religion Gristen ;
ha disabuset eus a vaniteou ha pligeadurezou
an douar, n’e devoa quen sonch na quen studi nemed
da vilitout madou an Eê.
Er santimanchou caër-ze edo Juliana pa zeuas he dad d’e frometi evit pried da Eluuz Gouarner eus a Nicomedii. Eluuz o veza deut d’e guelet, Juliana en recevas gant peb seurt honestis ; mæs ive discleria a reas dezâ penaus, mar en devoa madelez evit-i, ha mar en devoa c’hoant d’e c’haout evit pried, e voa ret dezâ en em renta Cristen ; rac, emezi, a-nes qnemen-se ne ve moyen ebet deomp da veva eürus. Eluuz en em gavas soueset meurbet pa velas e voa Cristenes. O veza deut eus e estlam, e lavaras dezi : N’ouzoc’h-hu quet an urz terruhl en deus roet an Ampalaer Maximien a-enep ar Gristenien ? Nouzoc’h-hu quet e pe maler e teuac’h d’en em brecipita mar quendalc’hit en ho santimant ? Respont a eureu dezâ : Considerit hoc’h--