Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
15 Fevrer.
Sant Malc.

douçder eus ar gontemplation, e clevas e oa maro e dad. Neuse e teuas en e speret da zistrei d’e vro, evit disposi eus e vadou e faver ar beaurien. Un dessin quer mad en apparanç a viras ountâ ne aznavezas ez oa ar sonch-se un demptation eus an Drouc-speret, pehini ne glasque nemet en tenna eus e solitud. Partial a eureu, mæs ne oa nemeur avancet en e hent ne voe quemeret gant ar Sarasinet ha rentet esclaf.

An avantur trist-ze a reas dezàn aznaout, mæs diveat, an dromplerez eus an Ærouant, hac ar faut en devoa gret. Gouela a ree hac hirvoudi ; cousgoude evel ma oa bepret resinet da volontez Doue, e teuas souden d’en em gonsoli, mæs e gonsolation ne badas quet pell. E væstr a fallas dezâ en dimizi da un esclaves en devoa. Malc en em escusas guella ma oue possubl dezâ ; mæs an den barbar-ze a fachas hac a c’hourdrousas e laza mar mancse d’e ober. Malc a santas neuse bete ar beo ar malher eus e gaplivite. En Un affliction quer bras e reas e sonch da achap ha d’en em refugia en un tu bennâc, hac en effet e quemeras an teac’h. Quentre ma santas e væstr e zefaut, e redas vare lerc’h. Ar Sant, o veza e santet o tont, en em guzas en ur c’hornic-tro eus ur c’havarn bras. E væstr, pehini a heulie bepret e roudou, o velet ez oa antreet eno, a antreas e-unan gant coler, en ur c’hourdrous hac o touet penaus n’en divise quen maro nemet dre e zorn. An trous a ree a excitas ul leones pehini a zeuas eus a voelet ar c’havarn hac en divoras. Ar Sant, preservet gant Doue dious fulor e væstr, en devoe ar fizianç er preserfse ive ous al loened gouez : sortial a reas eta eb trous eus ar c’havarn, hac e quemeras e hent evit distrei d’an deserz a Galciid. Æz eo compren peguer bras voe e joa d’en em gaout adarre etoueze vreudeur. Neuse e redoublas e vortificatinou, hac e vevas en ur fervor ar vrassa betec e varo, pehini a erruas var dro ar bloaz 380.

REFLEXION.

An nep a gar ar burete, hac a aznaf ar pris eus ar