Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Fevrer.
129
Sant Valantin.

ho prassa mæstr ? Piou ê ho guella mignoun ? Piou en deus ho crouet-hu, ho prenet, ho conservet ? Piou en deus bet bete vrema muy a garantez evidoc’h ? Digant piou e esperit-hu receo muy a vadou hac er bed-mâ hac er bed-all ?

Ma teufe daou eus ho mignouned da c’houlen digueneoc’h ur pligeadur, pehini ne oufac’h accordi nemet da unan, evit pehini anezo er greac’h-hu ? Certenamant evit an hini a ve ho prassa mignoun : grit eta evelse ive e quènver Doue.



Ar pemzecvet devez a viz Fevrer.


SANT MALC, HERMIT.


————


Sant Jerom pehini en deus scrivet buez ar Sant-mâ en devoa clevet gantâ e-unan an oll circonstancou eus e vuez, hac en deus-ii leset dre scrid evel un instruction propr, quen da gorrigea ar re a vanq a fermete, pe a fidelite d’o vocation, quen da gouraichi ar re pere o veza antreet en hent eus ar vertuz, a so spountet gant an difficulteou a rancontront.

Sant Malc, guinidic eus a Syrii, a istime quement ar chastete, en e yaouanctis, m’en devoa horrol ous an distera tra control d’ar burete. E dad hac e vaot oc’h e velet en oad, a songeas d’e zimizi. Represanti a eureu dezo penaus n’en devoa quet a inclination evit ar stad-ze ; discleria a eureu memes penaus en devoa cals a repugnanç ; mæs e dad, pehini n’en devoa quen mab nemetàn, hac a gave ur fortun vad, a fallas dezâ e gontraign. Ne heane oc’h e c’hourdrous, ha quement er persecutas, ma voe obliget da sortial, secretamant eus e dy. Souden goude-se en em dennas en deserz a Galciid, e pelec’h, o veza cavet ur Gommunaute a Hermitet, e c’houlennas ar c’hraç da veza recevet en o zouez.

Goude m’en devoa tremenet gant-o meur a vloaz, er pratiq eus ar binigen, en ur dànva en e solitud an