Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
16 Fevrer.
Santes Juliana.

unan, Eluuz , peguen diræsoun eo ar Religion e pehini hoc’h eus bet ar maler da vezâ ganet ; ar brassa desir eus va c’halon eo d’ho quelet o renonç d’ar superstitionou payen ; ha mar hoc’h eus ur vadelez bennâ evidon, deut da assuri ho silvidiguez, en ur adori ar guir Doue.

Eluuz, o santout nerz he c’homsou, a zisclerias dezi : me garre accordi deoc’h ar pez a zesiret ; mæs gouzout a rit e colfen va oll madou, va c’harg ha va buez ; beza em be drouc-c’hraç an Arnpalaër, ha n’en pardouno biquen, mar en em rentàn Cristen. Penaus eta, eme ar Santes, c’hui hoc heus aoun rac ur Prinç mortel, hac e false deoc’h e teufen-me da denna var-non ar goler a Zoue dre an horrupla eus an oll grimou ? Gouezit ez oun Cristenes, ha penaus an oll tourmanchou ne ouffen quet va c’hontraign da zispligeout da Zoue.

Eluuz, o velet ne voa netra da ober gant-i, a zenchas e garantez e fulor, hac e c’hondaonas evel Cristenes da veza dalc’het a zistribil dre he bleo. Epad ma chommas er stad-se, he bisaich a goènvas quement ma voa diaes e aznaout, ha biscoas n’e lavaras nemet ar c’homsou-mâ : O va Doue, deut d’am sicour ; n’em abandounit quet er boan a souffran evit ho cloar, c’hui pehini hoc’h eus conservet an try C’houadur e Fournez Babiloon, ha Daniel e creiz all Leonet : enoc’h, ô va Doue, ema va oll fizianç.

Erfin e voe dibennet assembles gant dec soudard ha c’huec’h-uguent, pere e devoa convertisset. An triomph glorius-mâ eus a Santes Juliana a erruas var dro try c’hant vloaz goude donediguez hor Salver.

REFLEXION.

Hac èn so biscoas cavet etouez ar Bayanet na memes etouez an oll dud fur, hervez ar bed, ur furnez hac ur gouraich a guement a dosta ous hini Santes Juliana ! Ur Verc’h a drivec’h vloaz, ganet gant un tad hac ur vam heb Religion, pehini a elle ober ur fortun ar c’haëra, a zeu da zisprisout an oll avantaichou-ze, ha d’o divoeret gant joa evit conservi