Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
9 Fevrer.
Santes Apollina.

deus anduret Jesus-C’hrist evidoc’h , sellit ous e Groas, hac e lavarot : ar pez a souffràn ne d’ê netra e comparæssoun d’ar pez en deus souffret ma Jesus.



An decvet devez a viz Fevrer.


SANTES SCOLASTIQ, GUERC’HES.


————


Santes Scolastiq, c’hoar da Sant Beneat, a oa guinidic eus an Italii. He mam leun a vertuz a inspiras dezi abred santimanchou bras a Religion ; hac hi ne gave quet douçoc’h pligeadur eguet chezlaou instructionou he mam devot.

Petra bennâc ma voa pinvidic, ha m’en devoa cals a speret, e care beva retiret. Ar guiscamanchou monden ne blichezont biscoas dezo ; hac ive clevet e devoa cant gueich gant he mam penaus ar guiscsmanchou caëra ne ouffen quet rei milit ebet da zen, ha penaus ar c’haëra meuleudy a oufer ober eus ur plac’h, eo lavaret ez ê modest ha devot.

O veza clevet coms eus ar vuez santel a gundue he breur er gouent var Menez Cassin, en em santas touichet hac inspiret d’e imita. O consideri neuse penaus n’e voa-hi quet neubeutoc’h interesset, na neubeutoc’h obliget evit he breur da labourat en he silvidiguez, ez eas d’e gaout, evit disqui gantan an hent eus ar berfection ; ha goude beza discleriet dezàn ar c’hoant e devoa da dremen he buez er solitud, er pedas d’e instrui var ar pez a dlie da ober, ha da rei dezi ur reglen a vuez. Sant Beneat a roas dezi casi ar memes reglen evel m’en devoa roet d’e religiuset, hac ar santes e miras gant fidelite ha gant fervor.

Ar brud eus he santelez a reas da un nombr bras a verc’het dont d’e c’haout evit beva gant-hi bac en em angagi da viret ar memes reglen evel-di.

Ar Guerc’heset santel-ze, occupet hepquen eus ar sourci da bligeout da Zoue, a zeuas souden da ancou-