Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1837/Beneat, abad

Eus Wikimammenn
◄   Zacharii Beneat, abad Catell eus a Sueed   ►


An unan-var-nuguent devez a viz Meurs.


SANT BENEAT, ABAD.


————


Ar servicher bras-mâ da Zoue a oa guinidic eus an Italy. En ur ober e study e Rom en devoa un devotion tener meurbet evit Mam Doue ; ha miret a rêr c’hoas eno Imaich an Itron Varia dirac pehini e tremene bemdez cals a amser en Oræsoun. O velet al liberte re vras a guemere hiniennou eus e gompaignunet a studi, e pellaas diouto, hac e quemeras ar resolution da glasq er solitud ur plaç assur evit conservi e innocanç.

D’an oad a bemzec vloaz e sortias eus a Rom hac en em dennas en deserz. Caout a reas ur Religius pehini a c’houlennas digantàn petra e glasque dre eno. Clasq a ràn, emezan, ur plaç e pehini e alfen mervel d’ar bed ha din-va-unan, evit beva da Zoue hebquen. Ar Religius, ravisset o velet e intention vad, a zisquezas dezàn ur plaç en ur garrec creus, hac en devoe ar vadelez da gaç dezâ, bep sizun, epad tri bloaz, un neubeut bara evit beva.

Beneat a braticas eno ur binigen dreist-ordinal : Oræsoun a oa casi continuel, hac e tougue ur Ciliç rust pehini ne guitaas quet bete ar maro. An drouc-speret a aesseas inutilamant ober dezàn coll cournich ha quitaat an deserz ; e dempti a eureu en ur fæçoun quer cruel, dre songesonou horrubl hac impur, ma teuas evit chasseal dioutàn an temptationou-ze, d’en em ruilla etouez an drez hac ar spern, quen na zeuas un anquen. pehini a voa estranch, da vouga ennàn pep santimant eus a bligeadur ar c’hic, dre behini ez-oa bet falveet d’an Temptator e drec’hi hac e goll. Doue evit recoumpansi e fidelite, a reas dezàn ar c’hraç na santas muy pelloc’h ar seurt temptationou-ze.

O veza en em tennet var Menez-Cassin, e cavas eno Payanet hac un Templ d’ar fals Doue Apollon. E ber amser e convertissas d’ar Feiz an oll bobl ; distrugea a reas an Templ profan, hac e reas batissa diou Ilis, unan en enor da Sant Yan-Badezour, hac hebên en enor Sant Martin. Var gorre ar Menez-ze e reas sevel ur Gouent pehini a so bet consideret a viscoas evel ar Gouent principal eus an Urz Santel en deus instituet, pehini en deus roet d’an Ilis ouspen tri mil Sant Canoniset.

Doue na c’hortoas quet ar maro eus e Servicher fidel evit disquez e Santelez dre gals a Viraclou. Un den maleürus o veza presantet dezâ ur banne da eva, e pehini en devoa lequeet ur poeson, ar Sant, en ur ober hervez e gustum sign ar Groas var ar banne dour, abars e eva, a velas ar veren o terri en instant.

Ar Roue Totila, o veza clevet coms eus an Abad santel-mâ, evel eus a ur Brofet, a c’hoanteas emprou hac ê voa guir quement a gleve anezâ. Ober a reas da unan eus e dud quemer e habit hac e oll mercou a Roue, ha mont evelse da gaout an Abad. Quentre m’er guelas ar Sant e lavaras dezàn : quitaït, va mab, ar guiscamant-ze pehini ne dere quet ouzoc’h. Totila, oc’h en em gaout soueset bras, en em daulas da dreit ar Sant pehini a brofitas eus a zisposition ar prinç-se evit rebeich dezâ an distruch horrubl a ree en Italy, discleria a reas dezàn quement a dlie c’hoarveout gantâ epad nao bloaz ; hac, o veza e exhortet d’en em gonvertissa, en assuras e varf-se da benn an nao bloaz.

Sant Beneat n’en devoa quet, recevet evintâ e-unan hebquen an donæsoun a Viraclou, mæs e gommunica a ree c’hoas d’e Religiuset. Ur Religius, hanvet Placiid, o veza couezet en dour hac en danger da veuzi, an Abad santel a ordrenas da ur Religius yaouanc monet d’e savetei ; ar Religius-mâ a guerzas var an dour hac a zilivras Placiid.

Erfin, er bloaz 543 ar Patriarch santel-mâ, oaget a dri bloaz ha dri-uguent, goude beza graet digueri e vez, c’huec’h devez abars ma varvas, a rentas gant ur peoc’h bras e Ene da Zoue en Ilis e pehini en devoa græt e zouguen evit Sacramanti.

Maximou spirituel Sant Beneat

1. Grit an oll vad a allot, ha credit bepret n’hoc’h eus græt netra.

2. Evit beza parfet, ho pezet ur galon humbl, ha carit Doue hac o nessa dre ur garantez pur ha disinteresset.

3. Petra na refem-ni quet, ma sonchemp ervad er c’homsou divin-mâ : clasguit da guenta Rouantelez an Eê, hac e quefot pep-tra.

4. Seul vuy a reomp evit Doue, seul vuy a c’hraçou a recevomp digantâ.

5. An hini a oar pidi mad ne squiz morse o pidi.

6. An nep a sonch bemdez er maro n’en deus quet aoun da vervel ; hac an nep a sonch er Barados a gaf douç ar maro.

7. Ar guella moyen evit ober ervad e oll actionou eo songeal e vezer guelet gant Doue ê peb-lec’h.

REFLEXION.

Sant Beneat en e yaouanctis a guitaas e gonsortet, quentre ma velas e coumancent da guemeret re a liberte. Disquit dre e exempl da bellaat diouz ar goal gompaignunez. Ma comprenac’h mad peguen dangerus eo ar goal gompaignunezou, e tec’hac’h prontoc’h diout-o eguet na dec’hac’h arauc ur sarpant pe arauc an tan.

Eil Reflexion. Ar Sant-mâ n’en devoa quet quent græt sign ar Groas var ar pez a oa presantet dezàn da eva, hac e pehini emedo ur poeson, ma teuas ar veren da derri. Descomp dre quemen-mâ an avantaich a so da veniguen ar boed.

Pa en em lequeomp ous taul bezomp fidel da offri da Zoue ar repas a zeomp da guemeret : quemeromp-èn, non pas evit countanti or gourmandis, mæs evit gallout goudeze servicha Doue, en ur ober hon labour hervez hor c’hondition. Heuliomp an avis a ro deomp an Abostol Sant Paul : Pe c’hui a zebro, pe c’hui a evo, pe c’hui a raï un dra bennâc-all, grit-èn evit gloar Doue.

Trede Reflexion. Evit chasseal ar songesonou dishonest gant pere e voa importunet, en em ruillas var an drez ha var ar spern ; ha Doue evit recompansi e fidelite a reas dezàn ar c’hraç ma voe delivret evit bepret eus ar seurt temptationou-ze. Resistomp gant couraich ous an demptation, hac e recevimp digant Doue un perz nevez pa graçou creoc’h. Resistit ous an drouc-speret, hac e tec’ho diouzoc’h. An adversour-ze eus ar silvidiguez, o velet e collo gueneoc’h elec’h gounit, a zeui d’ho tilesel.