Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Fevrer.
115
Santes Apollina.

nerz hac ar gouraich a bere e devoa ezomp : e suplia a reas da gaout evit agreabl ar sacrifiç a yee da ober dezàn eus he buez. Goudese, leun a fizianç e Doue, hac anflammet dre ar garantez divin, e redas hac en em strincas e-unan en tan, e pelec’h e reutas he Ene d’he C’hrouer.

Ar Bayanet en em gavas soueset meurbet, ha ne ellent quet compren penaus e alle ur Verc’h caout ur gouraich quer bras. Ar Gristenien a zestumas ar pez a chomas eus he Relegou, hac ispicial he dent, pere a voe distribuet da veur a Ilis, ha conservet gant cals a respet.

Ar soulageamant a receo c’hoas bemdez cals a dud dre intercession Santes Apollina, a zisquez ar c’hredit e deus dirac Doue.

REFLEXION.

Santes Apollina a anduras, heb en em glem, ha memes gant joa, tenna he oll dent. Sujet ez oc’h sur da ur boan pe da un disesamant bennâc ; Doue a ro ar boan-ze deoc’h evit exerci ho patiantet. Ma ne illit quet souffr gant joa, souffrit da viana gant patiantet ar pez na illit quet da viret, petra bennâc a rafec’h. Mar deut da vurmuli pe d’en em jala, ne reot nemet crisqui ho drouc hac en em renta fachus d’ar re-oll ha deoc’h hoc’h-unan.

E creis ho brassa anquen songit e poaniou an Ifern pere hoc’h eus militet dre ho pec’hejou, ha livirit neuse : Bremâ, o va Doue, e venn o souffr poaniou crueloc’h, ma n’ho pize dre ho madelez astennet va buez, evit rei din amser da ober pinigen. Songit peguen eürus oc’h c’hoas da c’hallout, dre boaniou quer ber, racquita poaniou eternel. Offrit ho poan da Zoue evit pinigen eus ho pec’hejou. Unisset ho poaniou gant ar re en deus anduret no Salver adorabl. Souffrit dre garantez evitàn ar boan, ar c’hlènvet, an affliction a ro deoc’h. Offrit dezâ quement a andurit ha livirit : C’hoas davantaich, va Salver, mar d’é ho Volontez, crisqit ma foan, mæs crisquit ma fatiantet. Songit er pez ho deus souffret ar Sænt evit Doue : songit er pez en