Cetu e pe fæçoun e parlant Sant Denis Escop eus a Alexandrii, pehini a voe test eus a guement en deus scrivet var ar poent-se : Un divinour maleürus, emezàn, a alumas ur fulor estranch e calon ar bayanet en hon enep. An dud dallet-se o cridi un den digoustianç hac impy, en em revoltas a enep ar Gristenien, hac o zretas gant pep seurt cruelder, o songeal ne allent quet guell enori o doueou faus, eguet en ur sacrifia dezo buez ar re a adore ar guir Doue.
Santes Appolina a zisquezas er bersecution-ze ur gouraich dreist-ordinal, pehini a so bet admiret bete vremâ gant an oll, ha pehini a voe neuse ar sujet eus an admiration ar bayanet memes.
Apollina a voa ur Verc’h respetet hac enoret bras gant an oll Gristenien a Alexandrii da bere e voa un exempl caer eus a bep seurt vertuziou. Doubli a reas he fedennou hac he yunou en amser ar revolt-ze ; en em zerc’hel a ree en he zy, o sevel da bep mare he daouarn hac he daoulagat etrezec an Eê. Hac evel n’e devoa douet ebet na vize souden sacrifiet, en em brepare gant fervor d’e Sacrifiç. En effet ar bayanet, pcre evel tud arraget a dorre an orriou var ar Gristenien, a bille hac a zeve an tyez, en em sesias anezi. Coumanç a rezont dre denna dezi he oll dent ; an anquen a voa bras, mæs ar Santes en anduras, non pas hebquen heb en em glem, mæs gant joa da souffr evit Jesus-Christ. Alumi a resont goudese un tan bras, oc’h e gourdrous d’e strinca e creiz ar flam, he zreit hac he daouarn amarret, ma na zeusie da offri ezenç d’an doueou.
Neuse en em santas inspiret d’en em deul e-unan er flammou, evit disquez d’ar bayanet penaus e devoa muy a horrol eus ar pez a c’houlennent digant-y, eguet n’e devoa eus an oll tourmanchou, hac evit disquez dezo c’hoas penaus ar Verzerien a sacrifi o buez a galon vad dre garantez evit Doue, ha non pas dre gontraign pe en despet dezo. O veza eta goulennet un tamic amser, evel evit ober he sonch, e teuas d’en em recueilli ha da antren en he interior : goulen a reas gant fervor digant Doue ar c’hraç, an