Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Fevrer.
101
Sant Blæs.

liou bas hac e gundui d’ar prison. Eno e rentas ar yec’het da gals a dud clàn pere a zeue d’e gaout.

E creiz ar foul e voe guelet ur vam disolet bras, pehini, leun a fizianç en e bedennou, a zeuas da lacaat ehars e dreit he mab-unic, pehini a voa prest da vervel gant un drên arretet en e c’houzoug. Sant Blæs, touichet o velet ar stad trist eus ar c’houadur hac an daëlou, eus e vam, en em lequeas var e zaoulin, hac o sevel e zaoulagat hac e zaouarn etrezec an eê, e lavaras : Pliget gueneoc’h ; Tad a visericord ha Doue a bep consolation, chezlaou ar beden humbl eus ho servicher, ha renta d’ar c’hrouadur-mâ ar yec’het, evit ma aznavezo an oll ne deus nemedoc’h a guement a ve Mestr var ar maro ha var ar vuez. Querquent ha ma achuas e beden, e voe pare ar c’hrouadur. Abaoue ar miracl-se e touguer e peb-lec’h nn devotion bras da Sant Blæs, hac er peder ispicial evit an drouc gouzoug.

Ur Miracl quer caër, pehini a dlie touch ha teneraat calon ar Gouarner, ne reas nemet e galedi davantaich. An tirant-se, goude beza graet dispenn corf ar Sant gant ur gribin houarn, a ordrenas erfin e zibenna. E verzerinti a erruas er bloaz eus hor Salver Jesus-Christ 316.

REFLEXION.

Mad eo enori ar Sænt hac o fidi, pa zeu Doue da accordi deomp alies, dre o intercession ha dre o milidou, ar pez a c’houlennomp digantâ. Doue en deus-èn græt el Lesen ancien, e ober a ra el Lesen nevez, hac e c’hreet en deus e faver Sant-Blæs. En em adressit eta d’ar Sant-mâ, ha pidit-èn en ho poaniou hac en ho clènvejou ; mæs goulennit dreist pep-tra ar c’hraç da veza dilivriet a glènvejou hoc’h ene.