ant Blæs, guinidic eus an Armenii, a vilitas en e
yaouanctis istim an oll dud honest dre e vuez reglet
mad, hac ispicial dre e zevotion exemplus hac edifiant.
Goude beza graet e studi gant enor ha gant meuleudi, en ur ober reflexion quen var an infirmiteou da bere eo sujet an den, ha var ar ber amser eus ar vuez-mâ, quen var an eürusdet hac an eternite eus ar vuez a behini e jouisser en Eê, e quemeras ar resolution da guitaat ar bed, evit songeal hebquen en e silvidiguez. Mæs an Escop eus ar Guær a Sebast o veza deut da vervel er mare-ze, e voe choaset evit derc’hel e blaç.
Peb-unan a gavas en Escop santel-mâ ur Pastor hac un Tad ; un exempl hac ur c’honductor assur. Beza en devoa, evit e bopl, ur garantez vras, ha caret e oa ive meurbet gant an oll.
Cousgoude an inclination a sante bepret evit ar solitud, a reas dezâ erfin ober an diles eus e garg, evit en em retira var ur menez taust da guær, en ur c’havarn a gavas eno. Ebars er solitud-se e laboure d’en em santifia muy-oc’h-muy bemdez dre an oræsoun ha dre ar vortification. Ne chomas quet eno pell amser, na goumanças an dud da zont a bep-tu d’e gaout evit goulen digantàn ar remed eus o c’hlènvejou corporel ha spirituel ; hac oll e recevent ar pez a c’houlennent.
Ar Gouarner eus a Gapadoç, o veza deut d’ar Guær a Sebast, dre urz an Ampalaer Licinius, evit lacaat ar gristenien d’ar maro, a reas digaç ar sant-mâ dirazân, hac a ordrenas dezàn sacrifia d’an doueou. Ar Sant o veza reuset e ober, gant ur gouraich din eus e garacter, an Tirant a reas e voal-dreti a dau-