Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
4 Fevrer.
Sant Andre Corsin.


Ar pevare devez a viz Fevrer.


SANT ANDRE CORSIN, ESCOP.


————


Andre Corsin a oa ginidic eus a Florenç. E vam vertuzus, oveza e recevet digant Doue dre he fedennou, er goestlas d’an Itron Varia, querquent ha ma voe ganet.

Ne vancas quet da inspira dezâ abred dougeanç Doue ; mæs ar goual gompaignunez, tud yaouanc libertin, hac ar c’hoariou a vougas e ber amser an oll santimanchou a zevotion, pere o devoa græt er goumançamant cals a impression var e speret hac e galon. E vam devot, melconiet o velet ne ree muy van ebet eus an avisou mad a roe dezâ, ne heane da gaout recours da Zoue ha da brotection en Itron Varia, evit obteni e gonversion. He ferseveranç na chomas quet heb recompanç.

Un devez ma en em brepare Andre da vont da un divertissamant, e remercas e vam o vouela. E fidi a reas da lavret dezàn ar sujet eus he foan. Va mab, emezi, an disurz a velaàn en ho puez, goude ho peza goestlet da Vam Doue, eo a ra ma brassa displigeadur. Andre, o santout e galon touichet, a lavaras : En em gonsolit, va mam, ho taëlou ne vezint quet collet deoc’h, hac ancounec’haït ma ingrateri : ma goestlet hoc’h eus d’ar Verc’hes Vari, just eo e teuen d’en em gonsacri d’he servich.

O veza lavaret ar c’homsou-mâ, e sortias evit mont rag-eon da Ilis Religiuset Carmes, e pelec’h, oc’h en em brosterni dirag Auter an Itron Varia, hac, en ur scuilla cals a zaëlou, en em offras da Jesus-Christ ha d’e Vam divin. Doue a zenchas antieramant e galon, hac en inspiras d’en em renta Religius.

Goude beza roet mercou aznad eus ur vocation vad,