Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
Ar Sul quenta

Mar hoc’h eus Doue en tu gueneoc’h, petra a ell ober en hoc’h enep hoc’h oll adversourien, ha rac petra a illit-hu caout aoun ? E c’hras a so creoc’h ha puissantoc’h eguet oll effort hoc’h adversourien, ha beza en deus un desir ardantoc’h d’ho savetei evit n’en deus an drouc-speret d’ho coll.

3 P. Evit resista eta ouz an dentation, goulennit sicour eus an Eê, ha liquit ho fizians e Doue ; mæs ive disfiit ac’hanoc’h hoc’h-unan ; pellaït diouz an occasionou dangerus. Nep a gar an danger, en em gollo ennàn, eme ar Speret-Santel.

Beillit varnoc’h hoc’h-unan, voar ho squianchou naturel, ispicial voar ho taoulagat.

Resistit ouz an dentation quentra ma he santot : chasseit eus ho speret, pronta ma ellot, er goal songesonou, evel ma taulac’h pront diouzoc’h ur c’hlaouen veo couezet voar ho torn pe voar ho tillad.

Reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

Hac en em servija a rit-hu eus ar