Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
eus ar C’horaïs.

moyenou-mâ evit en em breservi an dentation ?

Elec’h difiziout ac’hanoc’h hoc’h-unan, beilla varnoc’h, evessaat ha pellaat diouz an occasionou dangerus, pet gueich n’hoc’h eus-hu quet o c’hlasquet ha roet lec’h d’an drouc-speret d’ho tenti, ha pet gueich n’hoc’h eus-hu quet en em gollet en occasionou-ze ?

Anavezit ho faut hac ho maleur, ha guelit pe seurt resolution a guemerot evit an amser da zont.

P e d e n.

O va Doue, c’hui pehini a bermet e vemp attaquet nos na dez dre quellies a dentation, va c’hreaït er resolution a guemeràn da ober va oll effort evit resista out-o. Ar c’hras-ze a esperàn digant ho madelez infinit, pehini ho talc’h ehars ar re so affliget dre an dentation, evit o frotegi, o difen hac o dilivra dre ur victor glorius.