Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
eus ar C’horaïz.

hor c’horf hac hor passionou, pep tra hon tent er bed-mâ.

2 P. Considerit penaus Doue a bermet e vemp tentet evelse, evit hon renta humbl, evit ober deomp anaout hor sempladurez, evit ober deomp disfiziout ac’hanomp hon-unan ha caout recours ountâ, evit distaga hor c’halon dious an traou crouet, evit rei deomp ar voyen da veritout curunen an Eê : ne deus quet a gurunen hep victor, ne deus quet a victor hep combat, ne deus quet a gombat hep tentationou hac adversourien. Mæs Doue ne bermet quet d’an drouc-speret hon tenti dreist hon nerz : hon alya, hon incita a ell d’an drouc ; mæs ne all quet hor c’hontraign, ne all trec’hi nemet an nep a fell dezàn beza trec’het.

Mar permet Doue e veac’h tentet, credit parfet ez eo ive atau prest d’ho sicour ha d’ho souten a enep adversourien ho silvidiguez ; ho pezet eta recours ountâ, implorit e asistans, hac e combato gueneoc’h, hac evidoc’h.