Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/74

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
Ar Sul quenta

Sant Vaze, Ch. 4.
Meditation war an Dentation.

1 P. Exposet oump da un infinite a dentationou.

2 P. Perac e permet Doue e vemp tentet.

3 P. Ar voyen da resista ous an dentation.

Adorit hor Salver Jesus-Christ pehini a bermet d’an drouc-speret e denti, hac a souffr an humiliation-ze evit disqui deoc’h ar feçon da gombati ous adversour hor silvidiguez, evit meritout deoc’h ar c’hras da drec’hi e dentationou, evit disquez deoc’h penaus ne dleit quet esperout beza exant eus an dentation, e pe stat benac e veac’h, ha peguer santel benac e oufac’h beza.

Buez an den voar an douar ne d’eo nemert ur bresel hac un dentation continuel : an drouc-speret hon tent, ar plijadurezou a drompl hor c’halon,an afflictionou a ziscar hor c’houraic’h, hor mignonet hac hon adversourien,