drouc a reont, mæs arabat eo coll ar garantez a dleit da gaout evit-o. Elec’h o c’hassaat, e tleit quent caout truez out-o, o velet e redont d’o maleur ha d’en em goll da james.
Mar hoc’h eus gallout, distroit-o dious ar goall hent a guemeront. Sicourit-o da sortial anezàn dre hoc’h avisou mad ; da viana goulennit digant Doue ar c’hras eus o c’honversion.
Ar brassa pec’herien a ell en em gonvertissa, na zisesperomp quet eus a zen : hac an nep a so bremâ mad ha just, a ell dont da veza fall ha mechant : en em humiliomp ha n’en em breferomp quet d’ar re a velomp couezet e fautou bras ha scandalus.
Ma ne gouezit quet hoc’h-unan er memes fautou, trugarecaït Doue da veza ho preservet ; songit penaus hoc’h eus defautou all marteze brassoc’h. Alies ne velomp quet hor fautou hon-unan : guelet a reomp ur blousen e lagat hon nessa, ha ne velomp quet un treust en hon hini.
Petra benac memes ne rehech ne-