Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
goude ar Rouane.

tra deoc’h ho coustians, n’en em istimit quet evit-se mui evit ar re-all, car ne doc’h quet sur ha c’houi a so e gras Doue pe emeas eus e c’hraç ; ne ouzoc’h quet neubeutoc’h c’hoas ha c’houi a bersevero bete ’r fin e stad a c’hraç ; ne ouzoc’h quet ha c’houi a so yvre destinet evit an tàn, pe yd mad pehini a vezo lequeet e grignol an tad a famil.

En em humiliet eta bepret, ha ne zisprigit quet ho nessa ; en em gonsiderit evel an distera eus an oll ; ha credit ne deus den semploc’h na fragiloc’h evidoc’h.

Reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

Mar d’oc’h obliget dre hoc’h etat da veva gant tud vechant, tud control, tud vicius, n’hoc’h eus-hu quet cas ha malis out-o, elec’h caout truez out-o, o voelet an danger e pehini emaïnt eus o silvidiguez.

Ne roit-hu quet dezo goal-bedennou, elec’h pidi evit o c’honversion ?

Essât a rit-hu o gounit dre ho patiantet ha da dre ho tousdet.