Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
goude ar Rouane.

na ar mad eus an drouc. Souffr a ra ar re vechant, evit exerci patiantet ar re vad. Ma ne vize quet bet a Dirantet, ne vize quet bet a Verzerien.

Doue a souffr ar re vechant evit disquez e batiantet hac e vadelez. Da bep heur, e peb lec’h Doue a so offancet, e peb fæçon ha gant peb sort tud. En em vengi a alfe, ha coll evit james ar re en offans, ha n’er gra guet ; er c’hontrol ober a ra vad dezo : aliez e ro dezo madou en abondans, o c’hlasq a ra, rei a ra dezo amser da ober pinigen, ha ne ancoa netra evit o gounit, heb en em rebuti evit tra ebet. Peguen admirabl eo ho patiantet hac ho madelez va Doue ! Pebez mez evidòn-me beza quen neubet patiant ! An distera tra, ur goms, un netra a ra din en em lacât e coler, en em dransporti, en em vengi.

2. Poent. Considerit penaus pa souffr an Autrou-Doue ar re vechant gant quement a vadelez, e tleit ive hoc’h-unan o anduri gant patiantet herves e exempl. Ho pét câs ous an