Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
goude ar Rouane.

gant ur goms hepquen a leverrot amâ, e illit renta dezàn ar yec’het. Jesus a veulas dirac an oll feiz an Officer-ze, hac a lavaras dezàn : iit, ha ra vezo gret hervez ma hoc’h eus credet ; hac er memes heur ar servicher en em gavas pare.

Sant Vaze, Ch. 8.
Meditation. var ar Feiz.

Evit beza salvet, ret eo cridi quement a gred hac a zesq deomp hor Mam santel an Ilis, ha regli hor buez hervez ar Feiz.

Considerit penaus ar Feiz a so ur vertu absolument necesser evit beza salvet. Heb ar Feiz ne aller plijout da Zoue, eme an Abostol Sant Paul.

Ret eo cridi ferm, parfet, heb douëtans ebet an oll guirionezou en deus revelet Doue, hac a bropos deomp an Ilis eus e bers da gridi. Ne d’eo quet cousgoude avoalc’h cridi ar guirioneou ar Feiz, ret eo c’hoaz regli hor buez hervez ar Feiz a behini e reomp profession, hervez ar pez a zesq deomp an Aviel, ne