Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
An drede Sul

viot quet salvet evit beza bet Christen, mæs evit beza graet œuvrou ur Christen. Ar Feiz heb an œuvrou mad, a so ur Feiz maro, ur Feiz inutil, pehini ne servicho nemet evit hor c’hondaounation.

Mar hor be ur Feiz parfet e ve souden distruget an oll vissou ha reformet ar bed-oll, ma ve ar guirioneou eus ar Feiz imprimet doun en hor speret, netra ne ve capabl da ober deomp coueza er pec’het ; disprijout a raemp enoriou, madou ha plijadurezou ar bed evel traou dangerus. Souffr a raemp gat joa ar poaniou, an afflictionou, an injuriou, evel moyenou avantajus evit hor silvidiguez, pratica a raemp gant couraich ar binigen hac an oll vertuziou.

Mar doump quel lezirec e servich Doue, quen diegus d’en em acquita eus hon dever hac eus hon obligationou, mar goueler quement a zizurs er bed, petra so caus a guemense nemet hon nebeut a feiz, hac an nebeut a reflexion a reomp var ar guirioneou bras eus hor religion.