Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
goude ar Rouane.

frit pant ur speret a binigen ar boan eus ho stad.

Tud yaouanc, c’hui pere noc’h eus quet c’hoas grêt ar choas eus a ur stad a vuez, commancit ur bloas pe zaou abars quemer ho resolution da c’houlen sclerigen an Eê. Offrit alies da Zoue ho pedennou hac ho communionou en intantion-ze, ha grit bemde ar beden-mâ : Va Doue, me a fell din a-gren ober ma silvidiguez, coustet pe gousto. Grit din, va Doue, anaout al lec’h hac ar stad e pehini e fell deoc’h ho servichen, hac e pehini e allin ober va silvidiguez gant muy a assurans. En em abandoni à ràn etre ho taouarn, disposit ac’hanon hervez ma plijo gueneoc’h.

A V I S.

Pa ve Pasq abred, a ve neubeutoch a Suliou goude ar Rouane, da lavaret eo, etre ar Rouane hac ar Septuagesim, pehini a erru bepret pemzec dez abars ar Sul ened,