Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
An eil Sul

tleer beza mar gueler quement a zivisionou, a zisurzou, a valeuriou en tieguezou, pa zeu quen neubeut a dud da zimizi hervez Doue ! Eleac’h ar burete, ar beden hac an alusen, pere a so ar moyenou da gouvia Jesus d’e eured, ne veler alies nemet impurete, ebatou, dansou, meventiou quent ha goude an eured. E guirionez, hac ennes eo ar voyen da denna benediction ha graç Doue var e eured ?

Reflexion varnomp hon-unan.

Mar hoc’h eus grêt deja ar choas eus ur stad a vuez, mar hoc’h eus deja grêt ho fortun, ha c’hui ho poa, abars en em angagi, eximinet mad ho vocation ?

Mar d’oc’h angaget e stad a Briedelez, ha c’hui ho poa an dispositionou necesser evit receo santelamant ar Sacramant-ze ?

Penaus hoc’h eus-hu tremenet an devez eus hoc’h eured ?

Goulennit pardon digant Doue eus ar fautou ho pe grêt. Songit d’o repari dre hoc’h œuvrou mad ; ha souf-