Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/320

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
316
Conferanç santel.

votion d’an Ælet, a lavaras e considere bepret e Æl-mad ouz e goste, ha penaus ar sonch-ze en dalc’he en ur respet bras, oc’h ouzout e selle ouz e oll actionou, hac o fresante da Zoue.

An unnecvet, elec’h Ælet, en em imagine bepret beza e compaignunez peder Guerc’hes, an Temperanç, ar Chastete, an Douçder, hac ar Garantez ; ha da bep pas a ràn, emezàn, en em interrogean pelec’h e ma da gompaignuneset ? Emedoud dindan protection ar Vertuziou ; laca evez mad n’o offanses ; coms e peb lec’h eus o guenet, evit ma vezint favorabl did dirac Doue en heur ma varvi.

An diveza, pehini a ïoa ur penitant bras, a zerras ar Gonferanç, en ur lavaret : Va Zadou venerabl, ho puez a seblant din oll celestiel. Petra a livirin-me en ho coude ? N’oc’h eus quet parlantet evel tud, mæs eguis Ælet. O peguen admirabl eo ar graçou en deus grêt Doue deoc’h ! Evidoùn-me pehini a so indign eus an oll faveuriou-ze, em eus bepret va daoulagat arretet voar ar c’hrimou eus va buez, ha voar poaniou an Ifern da bere en em gondaounàn, abalamour ma em eus o meritet ; hac e lavaràn din : quee da chom en Ifern ; quee da souffr an tourmanchou hac’h eus meritet ; souden e vizi strinquet en abim-ze. Neuse e clevàn ar c’hri eus ar re daonet, pehini