lon, a lavaras : Seblantout a ra din da beb heur clevet an Autrou-Doue o lavaret din : labour evidon, hac e roin dit evit recompans ur repos eternel : combat ouz ma adversour, cede amâ ur gurunen a breparàn evidoud. Ar c’homsou-ze a ra din trec’hi an oll difficulteou hac an oll dentationou.
Ar seizvet pehini a voa un den a oræson, a reas an discours-mâ : Quemer a ràn evit sujet eus va meditation ar feiz, an esperanç hac ar garantez. Ar feiz am c’harg e sclerigen, an esperanç a joa, hac ar garantez a ferveur. Ar feiz a ra din cridi ar pez ne velàn quet ; an esperanç a ra din gortos ar pez ne veritàn quet ; ar garantez a ra din caret ar pez ne blich quet din. Ar feiz am fortifi a enep an tentationou ; an esperanç am rejouis en afflictionou ; ar garantez a ra din caret ar bersecutionou, hac a vir ouzon na ràn drouc da nep a ra din.
Evidon-me, eme an eiz-vet, ne ràn quen nemet lacât evez ouz ma adversour pehini a so bepret o clasq ma surpren, hac e c’houlennàn bepred sicour digant Doue evit e anaout hac evit resista ountàn.
Ha me, eme an navet, ne dremenàn devez ebet na gonsideràn ar Roue a c’hloar e creiz an Ælet, pere a gan e veuleudi, ha pere am excit d’e veuli gant-e.
An decvet pehini en devoa ar memes de-