Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/321

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
317
Conferanç santel.

ne all quet touch calon Doue. En em brosterni a ràn dirazàn, hac en pedàn n’am c’hasso quet goude va mare er plaç-ze a dourmanchou, e pehini ez oùn disquennet quellies a veich epad va buez.

Eus an daouzec moyen mâ da gundui ur vuez vad ha santel, choasit an hini a ra muy a impression voar ho speret ha voar ho calon ; ar reflexion a reot voar ar virione-ze gant ar sclerigen hac ar sicour a roï Doue deoc’h, ho pellaï dious pep pec’het, hac hoc’h excito da gundui ur vuez c’hristen ha parfet.

Unan hepquen eus ar guirionezou bras hon Religion, mar he c’honsiderer abarfetet, hac e mediter bemdez, a so capabl da ober eus ar brassa pec’her ur Sant bras. Evelse eta ar memes guirionez a ell servichout deoc’h da sujet a Oræson un hir amser, ha memes, mar quirit, epad ho puez.



FIN.